Evit mont en-dro a-stroll ar gumun
Ouzhpenn an ensavioù-kêr boutin, ganeomp e vo lakaet e plas ensavioù a-stroll a labouro en un doare treuzwelus. En o zouez :
– strolladoù kinnig gant dilennidi hag annezidi en deus c’hoant en em soñjal asambles diwar-benn temoù a-bouez evit ar gumun, hag an oberoù da sevel prim ;
– strolladoù labour gant dilennidi hag annezidi a youl vad, evit labourat diwar-benn ar raktresoù lakaet war well gant ar strolladoù kinnig.
Bevañ asambles e Dineol
Setu aze an temoù kentañ kinniget ganeomp, a ziskouezh mennadoù pennañ ar skipailh evit Dineol.